skritell_redadeg2016-2
La Redadeg, c’est quoi ?

La Redadeg est une course de relais lancée en 2008 et qui a lieu tous les deux ans.

Festive, populaire et engagée, elle traverse la Bretagne, de jour comme de nuit pour symboliser la transmission d’une langue bretonne vivante, créative et dynamique, à travers les générations et les territoires.

Pour soutenir des projets en faveur de la langue bretonne les kilomètres sont vendus et le bénéfice est redistribué. Ce sont des initiatives nouvelles sélectionnées sur dossier, elles sont très diverses et peuvent concerner l’enseignement, les loisirs, les médias, le sport ou la culture mais toujours favorisent la pratique du breton dans la vie sociale et familiale.

La course parcourt les 5 départements bretons sur 1700 kms en traversant plus de 300 communes. En 2016, pour sa 5ème édition la Redadeg partira de Saint-Herblain près de Nantes le 29 avril pour arriver à Locoal-Mendon le 7 mai au coeur du Trophé Roñsed-Mor, la fête des bagadoù.

La Redadeg défend le principe « Brezhoneg ha plijadur » ! « langue bretonne et plaisir » ! On peut y courir en famille, entre amis ou collègues, déguisé, en musique, suivre la course à pieds ou en rollers, en poussettes ou à vélo… créer de l’animation ou profiter des festivités locales, concerts, théâtre, stands, petits déjeuners… organisés selon le lieu et l’heure du passage de la course. L’essentiel est de participer, d’être vus, de s’amuser et c’est aussi l’occasion d’entendre, de faire entendre et d’utiliser le breton !

Le témoin, symbole de la langue bretonne, transporte un message gardé secret, il passe de main en main et est lu à l’arrivée.

La Redadeg est un événement à la fois solidaire, sportif, culturel, populaire et festif.

La Redadeg est un événement à fort impact médiatique (en Bretagne et au delà), économique (direct et indirect) et culturel.

Pour en savoir plus  : https://www.ar-redadeg.bzh

skritell_redadeg2016-2

Petra eo ar redadeg ?

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz.

Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha gant startijenn !

Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet ar c’hilometradoù d’an dougerien. Dasparzhet e vez ar gounid etre raktresoù nevez ha liesseurt dibabet bep bloaz, bepred evit skoazellañ ar yezh er gevredigezh a-vremañ, ar c’helenn pe ar mediaoù, implijout ar yezh er vuhez foran, reiñ tu d’ar vrezhonegerien d’ober gant o yezh…

Tremen a ra dre 5 departamant Breizh a-hed 1700 km ha dre vuioc’h a 300 kumun
Evit ar 5vet Redadeg e 2016 e loc’ho ar Redadeg d’an 29 a viz Ebrel eus Sant-Ervlan nepell eus Naoned betek an degouezh e Lokoal-Mendon d’ar 7 a viz Mae e kreiz Trofe Roñsed-Mor, gouel ar bagadoù.

Difenn a ra ar Redadeg gêr-stur « Brezhoneg ha plijadur » !
Gallout a reer redek gant ar familh, etre mignoned pe genlabourerien, treuzwisket, en ur seniñ, heuliañ ar Redadeg war droad pe gant botoù-ruilh, gant karrigoù-babig pe war varc’h-houarn… sevel gouelioù pe ober e vad eus ar festoù-noz pe ar festoù-deiz, eus an abadennoù c’hoariva, eus ar standoù, an dijunioù… kavet diouzh al lec’h hag ar c’houlz ma tremeno ar Redadeg.
Kemer plijadur eo ar pal kentañ, bezañ gwelet ha diskouez omp niverus o vezañ mennet gant ur yezh vev e Breizh hag evel just un digarez brav da glevout ha da gaozeal brezhoneg !

Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo kuzhet enni ur gemennadenn hag a vo kaset a zorn da zorn betek kêr an degouezh, hag a vo lennet dirak an holl ur wech erru ar rederien.

Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.

Un darvoud dezhañ ul levezon bras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc’h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur.

Evit gouzout hiroc’h : https://www.ar-redadeg.bzh