Diwan Banaleg

[En français plus bas]

Startijenn ‘zo gant ar Skol Diwan Banaleg ! Ur skol eürus tost d’an natur. Laouen eo ar gelennerien gant ar pevare post bet tapet e 2016 ha labourat a reont a-stroll. Goude kreizteiz e eskemmont o c’hlasoù alies hag e lakaont an holl skolidi da gemer tro eus o barregezhioù dibar : sportoù, arzoù, yezhoù, kanaouennoù, dañsoù, gouren, ha kement ‘zo ! Evel-se e c’hall pep kelenner en em gavout gant skolidi eus ar c’hlasoù all. Ur plas eus ar c’hentañ o deus ar sportoù-mor, ar c’haiak hag ar seurf da skouer. Ouzhpenn pevar-ugent skoliad a zo er skol. Mat eo an darempredoù gant an ti-kêr ha mont a ra an holl vugale da gantin an ti-kêr.

E 1987 e oa bet plantet ur wezenn e-kreiz Banaleg, e-kichen an iliz, gant ar skol. Aet eo war greskiñ hag e wrizioù zo er vered kozh! Pebezh arouez war vat en emdroadur ar brezhoneg a oa anavezet mat e varv, ha kement-se a-drugarez Diwan.

Gant ar bodad skoazell e vez aozet abadennoù a-leizh, a-wechoù gant hini Skol Diwan Tregon evel pred pesked Trevignon e-pad an hañv. Un digarez eo da zisplegañ d’an douristed ha da dud eus ar vro petra eo Diwan. Brud ar Fest-noz Pilhoù ez a dreist harzoù bro an Aven. E-kreiz Mizvezh ar brezhoneg e vez an eil dibenn-sizhun a viz Meurzh. Menegomp ivez ar foar an traoù kozh hag ar gwerzh krampouezh evel-just!

**********

Ça bouge à Skol Diwan Banaleg ! Une école heureuse proche de la nature. Les professeurs sont satisfaits du quatrième poste obtenu en 2016 et cultivent le travail en équipe. L’après-midi, ils  échangent souvent leurs classes et font profiter tous les élèves de leurs compétences particulières : sports, arts, langues, chants, danses, lutte bretonne, etc. Chaque enseignant peut ainsi se retrouver avec des élèves de plusieurs classes. Les sports de mer ont une place privilégiée, le kayak et le surf par exemple. L’école compte plus de quatre-vingt élèves. Les relations avec la mairie sont bonnes et tous les enfants vont à la cantine municipale.

En 1987, l’école avait planté un arbre au centre de Bannalec, près de l’église. Il a grandi et ses racines sont dans l’ancien cimetière ! Quel symbole positif dans l’évolution du breton dont la mort était réputée certaine, et ceci grâce à Diwan.

Le comité de soutien organise de nombreux évènements, parfois avec celui de Skol Diwan Tregon (Trégunc) comme le repas de poisson de Trévignon pendant l’été. C’est l’occasion d’expliquer aux touristes et gens du pays ce qu’est Diwan. La réputation du Fest-noz Pilhoù dépasse les frontières du pays de l’Aven. Il a lieu le deuxième week-end de mars, au cœur du Mois du breton. Mentionnons également la foire aux puces et la vente de crêpes évidemment !