Dont da ezel Ti ar vro bro Kemperle a zo sikour da gas war-raok yezh ha sevenadur Breizh hag al liesseurted sevenadurel da heul. Ti ar vro a gas raktresoù a bep seurt da benn en ur gemer harp ouzh kevredigezhioù ar vro hag ar strolloù lec’hel (kumunioù, kumuniezh ar c’humunioù, an departamañt hag ar rannvro). Krouet eo bet e 2013. Bodañ a ra kevredigezhioù hag a laka ar brezhoneg en a-raok, bagadoù, kelc’hioù keltiek, strolloù laik, kreizennoù sevenadurel … An den e unan a gav e blas ennañ ivez. Abaoe 2019 ez a ar gengevredigezh en-dro dre bodadoù-labour. Eizh zo anezhe. Liammet kreñv int ouzh ar genurzhierez hag ouzh ar c’huzul-merañ. E giz-se e vez efedusaet al labour, ledanaet an dachenn ha pinvidikaet an eskemmoù.

Degas startijenn, krouiñ ha startaat liammoù a-benn gober eus Bro Gemperle ur vro a gont evit sevenadur Breizh.

Ar seizh bodad, berr ha berr, evit raktresoù liesseurt :

Lakaat bec’h a-hed ar bloaz war dibab temoù, sevel ar program, desachañ ha liammañ kenlabourerien, brudañ …
Strollañ skolaerien niverus eus Diwan ha eus ar c’hlasoù divyezhek a-benn diorren raktresoù boutin evel lakaat ar vugale da ganañ ha dañsal asamblez e «Fest ar vugale». Unan war al lenn e brezhoneg zo war ar stern.
Lakaat hengoun an Aven war-wel : «Noz an Aven» e miz here 2019 ha menozioù all a zo.
War-zu an dilennidi : bout war evezh, daremprediñ, kuzuliañ hag all … Lakaat war-wel an darvoudoù e brezhoneg a vez er vro e-giz mizvezh ar brezhoneg, ar chadenn Youtube TV Bro Kemperle … Bout perzh er raktres-departamant «Tro dro dit !» e bal aesaat an darempredoù etre ar vrezhonegerien, ar re a bell’zo hag ar re o kregiñ ganti. Filmigoù berr zo bet krouet a-benn sikour tañva blazig dibar brezhoneg ar c’hornad.
Aesaat ar c’henlabour etre an implijidi hag an izili a youl-vat.
Sevel ha merañ ar budjetoù, klask arc’hant … Heuliañ ar rakresoù yalc’hadet.
Krouiñ dafar brudañ ar gevredigezh a-benn lakaat war-wel he labour hag idañtelezh hor c’hornad-bro.
Klask respontoù d’ar goulennoù mallus hag a vefe etre daou guzul-merañ.

Estreget-se e kas Ti ar Vro, warn-eeun, raktresoù evit ar vugale a-benn treuzkas danvez sevenadurel Breizh : stalioù a bep seurt er skolioù, mediaouegoù, kreizennoù-dudi ...

Digor eo an nor ! Labour zo ha plijadur vo !